Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

bugale dibaper e Diwan / Enfant Sans pap' à Diwan

En arvar emañ mamm ur bugel skoliataet e Diwan Sant Brieg.
Ar plac'h, a zo tec'het eus he bro ganidig (Mongolia) rak en arvar da vezañ drouklazhet emañ du-hont.

Met prefed Aodoù an Arvor (ya, ur prefed a zo un den ha n'eo ket bet dilennet biskoaz, met ur galloud braz meurbet en deus koulskoude. Miuioc'h memes evit tud dilennet gant ar bobl. Normal evit un demokratelezh, 'keta ?...) en deus divizet e vefe gwelloc'h evito (ar mamm mui ar plac'hig, da zistreiñ maez harzoù Bro-c'hall ha bezañ lazhet.

Met ni 'vat a fell deomp e chomfe amañ e Breizh.

Sed aze da heul sinadeg Diwan a c'hellit lenn amañ.

Jargal ha Tsendev o deus ezhomm ho sikour !
Ar plac'hig Jargal Purev zo bet dare dezhi mervel e
Bro Mongoli. He mamm Tsendev Purev oa dimezet
gant ur c’hazak ha magañ karantez a rae evitañ
dreist pep tra. E-touez kazaked Mongoli an dimezi
etre mongoled ha kazaked zo difennet groñs. P’he
deus gouezet familh he gwaz e oa bet ganet ur
plac’hig, paotred a en em gavas er gêr hag a
c’hourdrouzas lazhañ ar bugel “dic'hlan”, an
hengounioù hag ar c’hustumoù a rank bezañ doujet
outo en un doare strizh.
Tsendev ha Jargal a rankas kuzhat, met netra da
ober, klask a oa warno. An tad bloñset a lavaras da
Tsendev ne oa ket a zibab all estreget kuitaat
mongoli. Aozañ a reas ar c’himiad hag er mod-se
eo e tegouezhas e Sant Brieg.
Jargal Purev zo skoliatet e Diwan Sant Brieg abaoe
miz Here 2007.
Hiziv n’emañ ket bev he zad ken, drouklazhet eo
bet ganto. Tsendev, merc’h penherez m'eo marvet
he zud, n’he deus ket a familh ken, na gwaz evit
difenn anezhi.
Savet he deus ur goulenn degemer hag a zo bet
nac’het, n’he doa ket a advokad da zifenn anezhi.
Prefed Aodoù an Arvor a fell dezhañ kas anezhi endro
d’an harzoù, ret eo ober sifroù.
Tsendev zo spontet o soñjal distreiñ d’he bro, lec’h
m’emañ ar marv o c'hortoz anezhi hep mar ebet.
Diwall anezhi a rankomp ober, he degemer, kinnig
dezhi an degemer.

Partager cet article

Repost 0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article