Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

Dilennadegoù / Elections

Trawalc'h eo din dija trouz bras dilennadegoù  bro-c'hall.
N'eo ket a-walc'h moarvat evit ar mediaoù a gav plijus leunian ar gazetennoù, an tele... gant pennoù droch Obama ha Mc Cain.

Puten c'hast...

Dija e kavan droch meurbet bezan rediet votin etre royal ha Sarko... setu breman  ar re all o klask lakaat ac'hanomp da zibab etre Bouriquet ha dumbo...

He peogwir e c'hellfez bout kollet gant tout pezh a vez lâret diwar o fenn, e kinnigan dit daou pe dri dra evit kompren pelloc'h pezh a c'hoarvezh en tu all d'ar meurvor, a-raok ne yafez da c'houlenn da gartenn evit divroan du-hont pa vo dilennet prezidant demokratelezh-brasan-ar-bed-a-c'hell-jahinan-an-dud-hep-ma-vefe-rebechet-tra-man-tra-da zen-ebet-dezho.

AROUEZ
Mat eo gouzout eo un olifant arouez an tu dezhoù pellan er Stadoù Unanet... Padal eo an olifant arouez an tu kReiz e Bro-c'hall (tud zo ... met neubeutoc'h nebeutan, a lâr e oa un arouez sokialour...  Ur vojenn eo evit spontan ar vugale).

An Azen neuze, er Stadoù Unanet, a zo sanset arouez an tu dehou (Demokrat hervezo)

E bro c'hall, an Azen a c'hellfe ivez bezan arouez ar PS evit abegoù all moarvat... met ne vefe gwall ziaes ijinan eo hini an UMP. (Heulian a rez ac'hanon?)
An demokrat e bro-c'hall a zo ur strollad rennet gant un den fentus e bouez mouezh 'blam n'en deus ket kresket e ker bravan ar vro vravan eus ar bed (a gaver enni boulouard bravan ar bed ivez, lec'h ma komzer yezh bravan ar bed,)

Er Stadoù Unanet "komunour" a zo ur gunujenn : "Hey, sell'ta komunour", "Da vamm en URSS" ; "Da dad a sun pichoù komunisted" hag all hag all...
An azen Mc Cain en deus ivez kavet dreist kunujennin Obama en ur lâr.. "Oh ! hennezh a zo ur sokialour.. arf arf arf."
Lakaomp eo fentus evidomp ni ivez 'vat. (da vamm er PS ! Woarf arf arf !)

LIV
Pezh 'zo, er Stadoù_Unanet eo difennet teurel mein d'un den a zo ruz e vanniel. Ruz a zo eno liv an azen. PAaaaaa. N'eo ket al loened hir o skouarned a liv ruz ! Ruz a zo liv ar strollad a zo e arouezenn un Azen.
Da lâret eo an tu dezhoù Pellan a blij kalz dezhan ar ruz.
En em c'houlenn a rez neuze pe liv a zo douget gant komunisted Stadoù Unanet ?
Pezh zo, ar gomunisted, er Stadoù Unanet a zo 'vel ar c'hoala... ne weler ket kalz liv deu outo neblec'h.
Ne vern neuze pe liv eo o banniel... Ne weler ket o banniel neblec'h eno.

Glaz moarvat a zo implijet gant an tu dehoù. Evel e bro-c'hall.

Se a zo kaoz eo deut marteze Obama da saludi~n Sarkozy hep lâr bonjour da Royal pa oa deuet da weladennin Bro-c'hall.
Feuket bras eo bet ar PS d'ar c'houlz-man. Kompren a reomp anezho ! Obama en doa kredet d'ar mare-se e kaved sokialourien er PS... Nag ur vezh...

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
Y
Ma… ar maout zo aet ga’n azen !! Or…the ram eventually went with the donkey!, e-giz ‘vez lâret e amerikaneg yac’h :-)

>>Ruz a zo eno liv an azen
C’est la couleur de l’éléphant, voyons ! Tu vois, ils en ont pas encore assez parlé à la télé, c’est encore confus :-)
Répondre
T

Feiz !
Ar gwir a zo ganit 'ta !
Hag e ouien moarvat ! :)