...

Torr e Benn

Une caresse derrière la nuque

Blog résolument pessimisto-misanthrope, crypto communautariste breton, anarcho-bolchevique, une tronçonneuse entre les dents. (Juif allemand les jours fériés uniquement)

Recherche / Klaskit

Deiziataer - Calendrier

Mai 2012
L M M J V S D
  1 2 3 4 5 6
7 8 9 10 11 12 13
14 15 16 17 18 19 20
21 22 23 24 25 26 27
28 29 30 31      
<< < > >>

Syndication

  • Flux RSS des articles
Jeudi 1 décembre 2011 4 01 /12 /Déc /2011 23:07

N'ont ket marv c'hoazh.

 

Chomet on mut moarvat, pellig a-walc'h, ha n'ouzon ket c'hoazh ma vo hizivaet alies ar blog-mañ evit poent.

Da lâret eo n'em eus ket divizet c'hoazh ma vo serret da vat anezhañ.

O prederiañ emaon.

 

Trement buan a ra an amzer, ha bemdez e soñjan 'ba kement tra n'em eus ket graet daoust din c'hoant mont war-raok war tachenn-mañ-tachenn.

 

Kenderc'hel gant ar blog-mañ neuze ?

Perak pas. Perak ?

 

Chomet on ket dipitet hag inervet hag a-raok.

Danvez a-walc'h a zo evit skrivañ diehan war pep tra moarvat.

Ur bed troet sot da vat, kamaladed ha n'int ket 'benn ar fin, ur santimant emaomp o vont war zu kudennoù divent er bloavezhioù o tont. Anken ha tra ken mitu ?

Anzavit, n'eus ket peadra da laouennat.

Gouennelouriezh o kreskiñ evel ur respont d'ar c'hudennoù ekonomikel, ha netra evit enebiñ outo... pe dinerzh ar respont.

Emañ an tu kleiz m'eus aon, o koll e ene ivez, a-raok koll muioc'h marteze.

Diouzh ma zu, n'em eus ket kalz a respontoù, ken heuget ma'z on a wechoù gant tud a zo sañset stourm em c'hichenn, eus memes tu eus ar vardell.

 

Ne chomo din 'met ur spered-ki disesper evit magañ ma soñjoù du m'eus aon... pe kejañ gant tud gwellwelus meurbed a c'hellfe frealziñ ac'hanon un tammig.

 

 

Par Torr e Benn - Publié dans : Moi moi moi
Respontit - Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Retour à l'accueil
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus - Articles les plus commentés