Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

Sindrom ar minitel an dispac'h gall

Galvet zo bet an dud diwar intrudu Ar Front de Gauche da gemer perzh er manifestadeg evit diskar ur wech all sañset, ar Bastille, pe kentoc'h pezh a chom eus ar Bastille... da lâret eo netra 'met un opera, met dreist-holl simbol an tu kleiz e Bro-c'hall.

An devezh-se, 'ba mojenn ar c'hallaoued, a zo un devezh kaer, p'eo bet diskaret gant ar bobl (parisianiz kentoc'h) prizon taer ar rouantelezh.

Gouzout a ouzomp hiziv an deiz, ne oa ket ken skrijus ar prizon-se pa ne chome nemet un dornad prizonidi enni, dieubet, ha lakaet en-dro b'an toull evit lod anezho gant an dispac'herien o-unan zoken.

Pezh a ouzer ivez bremañ, eo e oa bet paket ar bastille gant ur bobl a huche "Bevet ar Roue !".... 'vel m'o deus kriet "bevet an impalaer ! " dek vloaz war-lec'h da vare Napoleon.

An traoù ne oant ket ken splann hag a blijfe da dud zo e vefe kredet ganeomp.

 

Met un dra all an hini eo moarvat, a laka ac'hanon da brederiañ. Ne gomprenan ket perak e vez ur skouer c'hoazh evit an tu kleiz dre vraz e Bro-c'hall ar mare-se. Da lâret eo, ok... gwall avañset oa mennozhioù an dispac'h-se d'ar c'houlz-mañ. Ok. Gwir eo. Memes ma oa bet avañsetoc'h c'hoazh e Korsika. Ur pezh mell araokadenn eo bet, netra da lâret.

Met anzavomp ivez diouzh un tu all eo bet laeret an dispac'h gant ar vourc'hizien ivez. Ar werin a zo bet gwall zisoñjet, ha buan a-walc'h. 'Vel bepred.

Hiziv an deiz, bourc'hizien eo a ren c'hoazh ar jeu. Sellit pizh ouzh glad eus pep den war ar renk evit an dilennadegoù o tont. Tud pinvidig mor anezho. Kazi tout. Ha memes an hini a c'houll digant an den a c'houl diganeomp tapout ar Bastille en-dro. Poellek eo a benn ar fin.

 

220px-Minitel_1.JPG

 

Met n'eo ket se tamm ebet am boa c'hoant lâret c'hoazh... Kaset e vez re bell ma soñj gant tra-mañ-tra.

Pezh na gomprenan ket neuze, eo, perak chom stanket, ha kemer evel skouer evit hiziv, un dispac'h c'hoarvezet ouzhpenn 200 vloaz zo, p'eo bet dibaset abaoe pell gant broioù pe dispac'hioù all.

"Hey ni eo hon eus ijinet an telegraph !". Brav eo, tudoù, met dihunit ! Ijinet zo bet teknikoù kenere all.

Ar bolitikourien gall a zo 'vel rederien a vefe aet ar maout ganto 1 wezh, 200 vloaz zo, hep gounit netra ken abaoe... pa vez aet buanoc'h buanañ gant ar re all.

Hag ar c'hallaoued o randoniñ difin war o zrec'h pasaet, hep redek ken.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article