Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

Kan etrebroadel ar labourerien / internationale + PC inside

Tro m'eus bet n'eus ket pell zo da welet ur film brudañ evit ar strollad komunour e Breizh e 1938.

Souezhus ha plijus eo klevet ennañ meuleudioù war koeffoù, gizioù, sonerezh ha yezh hor bro. Plijus klevet ne rae ket fae ar strollad komunour gall e 1938 eus sevenadur Breizh. Ar c'hontrol zoken. Bez c'heller soñjal e oa a c'hiz ivez d'ar c'houlz-se da lidañ ar "vroadoù bihan", "les petites patries", un doare da garout muioc'h Frañs ur seurt.

Aze 'ta, war al leurenn, pe 'touez an arvesterien, paotred ha merc'hed gwisket mod ar vro e pep lec'h.

Ur film dedennus da welet kar, diaes eo evidomp ni tud a vremañ kompren na ken bev c'hoazh e oa gizoù ar vro betek an eil brezel bed. Dedennus ivez evit kompren ne oa ket troet hor yezh, hor sonerezh ouzh tu ar c'hilstourm dre ret, 'vel m'omp boaz da glevet, en o zouez strollad a ro meuleudioù d'hor bro er film-mañ zoken !

Kavet 'vo ar film 11 munut aze :

Bez c'heller ivez klevet tro 8 munut, kan etrebroadel al labourerien e Brezhoneg. Laouen on bet o klevet ur stumm kozh eus anezhañ (1938 d'an nebeutañ) ken boaz ma'z omp da glevet c'hoazh hag adarre hini Marthe Vassalo (hag a zo brav ivez hañ !).

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article