Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

C'est dur d'être détesté par des charlots.

Adkavet m'eus fotoioù en ur renkañ ma urzhiataer. Unan dreist holl a sachas ma evezh. Unan bet graet just goude lazhadeg Charlie Hebdo.

Da c'houlz-se, bloaz -zo bremañ, e save an dud a unvouez, pe dost evit lâr "je suis Charlie". Mallozh d'an hini na vije ket savet a-du penn da benn evit souten "spered" Charlie.

Na brav 'oa gwelout tud n'o doa biskoazh lennet ar gazetenn o reiñ kentelioù dit.

20 vloaz zo dija 'oan bet aet fae gant o 'farsite". Ne gaven na drol na reizh peurvuiañ ar soñjoù difennet gant skipailh ar gazetenn.

n'eus ket pell zo eo bet savet un dresadenn vil a-walc'h gant Riss.

En ur lakaat kichen ha kichen e zresadenn hag ar foto m'eus adkavet e komprenan gwelloc'h perak em boa kas ouzh ar "spered" Charlie. N'o deus 'met dispriz evit pezh na gomprenont ket, hag evit an dud disheñvel o yezh memes ma soutenont anezho.

"Je suis Charlie" e brezhoneg

"Je suis Charlie" e brezhoneg

Me garfe goûd pezh a soñj an dud a embanne e brezhoneg "Me zo Charlie"

eus pezh a soñj tud Charlie Hebdo eus o yezh hag o sevenadur.

Embann e soñj db ar gouennelouriezh en ur vezañ gouennelour

Embann e soñj db ar gouennelouriezh en ur vezañ gouennelour

Na trist eo gwelet penaos eo strizh spered tud a ra tud strizh hor spered ac'hanomp.

Stourm enep ar gouennelouriezh en ur vezañ gouennelour, ur sapre kentel sinet Charlie.

Bonus evit Riss : Arabeg ha brezhoneg kichen ha kichen en ur skol e Breizh :

Ha bonus ouzhpenn : Al lise nemetañ lec'h ma veze kelennet arabeg ? ur skol Diwan c'hoazh.

C'est dur d'être detesté par des charlots.

C'est dur d'être détesté par des charlots.
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article