Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

Enep ar veleien \ contre la curaille

sed aze un destenn bet embannet er gazetenn Le Libertaire e 1987... 100 vloaz zo 'ta.
Brezhoneg, yezh ar veleien ?

Voici un texte paru dans le journal Le Libertaire, il y a un siecle, en 1897.
le titre : "contre les curés"

da lâret eo :

A ENEP AR VELEIEN

Mignoned a bep bro,

Epad ma proaniomp doug an deiz evit lakat an douar da zougen kals froues, hag ober d'eus outo traou util, an eskibien, ar veleien, ar menech a ra eur gompagnunez pinvindic, goloet mad ha bevet(?) mad en ho leziregez.

Cavout a ra deoc'h ne reont netra ? An draze a ve control d'ar viriones.

Cetu ama labour an dud se.

Distagua calon an don d'eus traou ar bed man, lakat anezan da blega ep klemm dindan e veach, adda en e speret ar spount d'eus eur bunision éternel hag an esperans en eur recompans hep fin, en hevelep fesson ma velomp speret an den luskellet ato etre eun ifern leun a enkres, hag eur barados a eurusted ; lakat er sperejou an dra iskis-se, ar feis, pechini a Zifenn klask ar virionez hag a bermet d'ar pinvindic gwaska var ar paour,
a laka an dud da blega, evel pa vent dall, dindan ar gouarnamant, faussi ar c'hredennou var traou ar bed-ma, en eur c'holo ar sperejou gant superstisionou ridicul, a cuzat outho ar gwirionesiou ar sklerra ; renta ar goustians aounik evit ma plego ato ar re vian d'ar re vras, brevi an dud digabestr ar re galouneka ; gwaska kement den a c'houlen liberte ;
en eur guer lakat da badout paourentes, sentidigues a kredennou iskis ar bobl pere a ra ho finvidiguez, ho nerz hag ho galloud.

Cetu az fallagries ar friponet se.

Histor an amser passeet a ziskwez d'heomp penos abaoue meur a gant vloas an dud soudanennet a labour er guis-se, hag a implij hep skrupul kement moyen a zo en ho galloud.

Profita d'eus gret eus an amseriou a ignorans evit stlabeza speret an den gant kredennou faus : eun Doue e tri den, eur vaoues mam ha gwerc'hès, eun tamm kouign carguet a gorf ha goad Doue ei unan ; eun Doue leun a vadeles hag a visericord o condaouni d'an tan éternel kement hini ne blego ket de lezen ; eun ilis carguet da ranna donezonou ha punisionou an oll galloudek ; tud da bere so roet eur galloud hep termen var an douar, hag en env...

Divezatoc'h, sklerijenned gant an deskadurez, ar sklerijenned gant an deskadurez, ar skiant n'em zirollas a enep an diotachou se, an tiranted a inflijeas ar poaniou ar re vrassa d'an dud desket, d'an dud a skiant evit ober dezo tevel.

Egiz loened gouez, direiz ha didruez, ar pabed, an eskibien, ar religiused à gassas d'an tan meur a vill den tamallet seulamant da gaout neubeut a feis.

Hag ar c'hriminaled se d'eus pere an torfejou a lakea da sevel an doujer hagar spount e koustians an dud, an ilis a renke anezo etouez ar Zent.

Au amzeriou milliguet se eus an inquisision, an ilis a essa hirio ho ressussita. Er broiou a c'houzano c'hoas ol galloud ar vellein a guizou se n'ho deus kollet netra eus ho c'huelded. E Barcelone, neves so, gouarnamant ar spagn catholic n'eus condaounet d'an tourmanchou ar re spountussa meur a gant den evit oblija anezo da anzao ar pez n'oa ket en ho speret.

E Frans, ar religion a so neubeutoc'h eur greden eguet eun nerz etre daouarn ar velein hag ar mistri.

Cetu perac ar belec, evit ober gant an dud hag an amser, en deus chanchet ar fesson eus e Zoareou trabassus.

Dre ar sc'hol, e klask kemer ar vugale.

Dre ar govession, e ma er famillou.

Dre ar « patronachou » e krog er yaouankis.

Dre ar « vreuriezou catholic » e kendelc'h var bar an oad ar galloud en d'eus kemeret var ar yaouankis.

Dre ar « syndicajou » e talc'h ar labourer, an artisan, memes er meas eus an atelier, didan surveillans ar patron.

Dre an euvrou hanvet a « aluzen » e talc'h soumetet an dud paour a c'hoantafe dispac'ha gant ar vizer.

Rog peurveuia, avechou oc'h ober lazic, rust ha didruez pe karantesus hervez an occasion, ato troïdellus, ha druillet, belec a zo ato doujet.

Camaradet,

A gortoz a reimp ma vo re Zivezat evit en em zifenn. Gortoz a reimp ma tizroo ar brini du da daga achanomp, hag int harpet gant ar gouarnamant?

An draze a ve digalon ha diskiant.

Labouromp eta.

Bras eo an niver eus ar re a anaves ar sotoniach eus a lavariou ar velein hag an dud ipokrit a zo endro dezo. Mes keu lezirek int ma reont netra evit n'em Ziouall a enep ioulou fall an dud-se pere Zalc'h erog enomp hag hirio
evel biscoas adversourien ar Progres hag al Liberte.

Ar re a vell mad an danjer a so ho dever divuna ar re bouer, ha punta ar re digalon.

D'ar strafill savet gand ar soudanennou hag ho c'honsortet, respontomp en eur adda ar viriones en pep korn eus ar vro. Greomp reunionou, lakeomp hor skrijou var ar mogeriou hag etre daouarn pep den ;
er guiz se e vo skignet d'an eil pen d'eguile eus ar vro eur C'hourant ouz pehini den na hello enebi, hag a gasso adren an dud a zo o micher
deski geier d'ar bobl.

Mes surtout, den na dlé conta seulamant var bolontes vad ar re al. Pep hini a rank cavout enan e-unan ar volontes hag ar gourach da labourat.

D'al labour eta mignonet. Ar velein a dag ac'hanomp. En em zifennomp !
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
P
Ouai je l'avais choppé aussi sur le forum (breton ar bobl) en question. C'est marrant :)
Répondre
G
Incroyable !
T'as trouvé ça ou ?
Répondre
T

A vraie dire, cela fait quelques temps que j'avais chopé ça sur un forum. Je ne m'en souviens plus. Et c'était au chaud dans mon ordi. Le commentaire de Yves sur une
note précédente m'en a fait me souvenir.