Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

Kavala, ur sistem fentus / Le capitalisme c'est fantastique



Bemdez e c'heller klevet keleier "fall" a-zivout stad mantrus an ekonomiezh.

Stad an ekonomiezh pe hini ar c'hevala a c'houlennan ?

N'eus ket da dortal, n'eo ket ar c'hevala ur sistem a ya mat en-dro.
N'eus ket ezhomm arguzenniñ gwall bell.

Pennfolliñ a ra paotred an arc'hant, ha klask a reont mod pe vod harpañ ar voger da chom en he sav, p'emañ an diazezoù brein tout.

Ar c'hevala,  o paouezh e welet, n'a ket en-dro.

Ijinit !  : n'eo ket evit asumiñ pa teu fall an traoù...

Rastellaat an arc'hant  a ouzont ober - pep hini dezhañ e unan pa ya mat an traoù
ha pep hini evito pa dleont int monneiz.

Ijin ta !
Familhoù paour, bet roet dezho kevradoù fall put a-benn prenañ o zi a zo bet skarzhet war lec'h 'blam ma oa diaes dezho resteurel ar monneiz. Pezh a ouie dija potred ar bankoù moarvat.

Koulskoude, ar familhoù eo o deus ranket paeañ fazi an tiez bank.

Pezh zo, paeañ a rankint un eil gwezh p'emañ ar stad o klask stankañ toulloù ar bankoù dre faot ar bankoù o unan.

Arc'hant publik evit embregerezhioù prevez ?


Prevezaat ar gounit, eskemm ar c'holl.

Ur sistem a ya mat en dro emit-hu ?


Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article