Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

N'eo ket ar gell a zo diwelus, met ar justis ! / C'est pas la cellule qui est invisible, mais la Justice !

 



Dalc'h mat paotr ha selaou :

O klevet emaon eo bet lakaet Julien Coupat ha Yldune Lévy da DPS (e galleg flour : "Détenus Particulièrement surveillés")...

Da lâret eo, danjerusoc'h n'eus ket war ar seblant. Pe, d'an neubeutañ eo pezh a blijfe d'ar Stad e kredfe ar bobl.

'Vel ma ouzez marteze, dalc'het int bet gant ar polis 96 eurvezh dija 'blam m'int bet harzet dindan fedoù a denne d'ar spontouriezh (hervez ar stad)... A drugarez da se e c'hell neuze Bro-c'hall ober kazi pezh en deus c'hoant eus an daou zen-mañ.
Koulskoude n'eus prouenn ebet (n'eo ket me à lâr, met ar justis, yep !) eus pezh a zo rebechet dezho.
Tamallidi Breizh ar bloavezhioù pasaet a oar pezh a dalv bezañ DPS. Spontusoc'h eo evit bezañ ur prizoniat evel ar re all.

Ha n'eo ket simpl ivez evit o familh me lâr deoc'h, rediet da vont betek Pariz evit damwelet o re evit 30 munut da skouer.

Heugus.

Met divizet zo bet gant ar stad, torriñ tud zo.
Ur skouerenn evit ar re a fellfe sevel a-enep dezhañ emichañs.

Efedus e vo a gav deoc'h pa ya war brasaat niver a dud disesper pa vez gounezet (laeret) millonoù (di)gant patroned vil ?

Ur fent 'keta ?

N'eo ket ar gell a zo diwelus, met ar justis !
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article