Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

Mesk ha mesk



O klevout kement a zraou, o lenn kement a bennadoù souezhus pe geleier ken souezhus all en un nebeut a amzer, e seblant din bezañ beuzet ganto.
N'eus ket un deiz n'on ket feuket gant afer-mañ afer.
Diaes din sioulaat pa lennan da skouer eo bet degemeret en dro gant ar pab (benniget) tud droch o spered e nac'hont anavezout eo bet drouklazhet millionoù a yuvezien 'ba kampoù bac'h pad an eil brezel bed.

Bez c'hellfer lavarout ne sell ket afer ar gristenien ouzhin (pa n'on ket unan)... Pezh zo ar gristenien (hag ar pab dreist holl) a glask lakaat e ali hag e bouezh 'ba aferioù e sellont ouzhin. Pa ra ar pab politikerezh, e c'hell an dud digristenien anezho sellet ouzh aferioù e sekten a gav din.

Dre chañs 'meump klevet katoliked o sevel o mouezh evit kondaoniñ an dibab-mañ.

Klevet 't'eus ivez afer ar gastafioren Cecila laeret diganti e vravigoù.
50 000 pe 500 000 € o friz sanset... ne vern.
Pa gomzer eus dilabourerien a vil vern
Eus paourentez
eus ar grizenn
eus tud skarzhet... bemdez.

Reizh eo kavout-se mantrus.

D'ar memes koulz, he gwaz kozh a skarzhe eñ ur prefed 'blam m'eo bet klevet gantañ tud o kas anezhañ da sutal 'ba St Lô.

Ar priñs ne blij ket dezhañ klevet mouezh ar werin.


Ur c'helou all ivez, ha n'eo ket bet klevet kalz er mediaoù "standard" (ma n'eo ket "standardizet") :
ur 100 den bennak a zo bet harzet g'ar polis e Barbes pa oant int o vanifestiñ evit dieubidigezh kamaladed -Isa, Juan et Damien -, toullbac'het abaoe mizioù bremañ (tamallet dezho bezañ sponterien - niverus int b'ar vro -mañ mit-hu ?).
Ma peus c'hoant gouzout hiroc'h war an afer, amañ eo.

Gwell' rez...

Difin 'mañ an traoù n'em eus ket amzer da gaozeal diwar o fenn...
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
N
Pa vezer beleg e vez bremañ gwasoc'h kaout c'hoant dimeziñ evit nac'hañ pobl-lac'hadeg ar yuzevien. Pelloc'h-pellañ e c'ha an Iliz kuit deus an Denelezh. C'hem, evit lavaret gwir, e kavan bravoc'h an ilizoù hep beleg ebet e-barzh, forzh penaos !
Répondre