Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Ur skop war ar plastr

Le jacobin planque son chauvinisme derrière un universalisme abstrait.

Dihun ar vroadelouriezh

Réveil Alies kenañ e savan gant mouezh paotred Frañs Kultur.
Da gentañ peogwir n'on ket evit dihuniñ gant un dihuner a chom a-sav war-lerc'h 1 vunutenn, ha da eil peogwir 'meus kas ouzh ar bruderezh
gant ma vefe er radio ivez.
Ha bep mintin 'meus tro da c'houzañv kronikenn Alain Gérard Slama. 5 munutenn a ro c'hoant din da sevel buan buan evit pellaat ma ziskouarn ouzh
uhelgomzerioù ma chadennig.

N'eus ket ur sizhun hep ne glemmfe a-enep d'ar broadelezh. Pezh zo, pas hini ar stadoù a flastr ar broioù vihan 'vel e vro muiañ karet, met just-a-walc'h
hini ar broioù bihan a glask sevel o mouezh ha bezañ anavezet 'vel pezh emaint : pobloù o deus ar gwir da rennañ o vuhez o unan.
Ha bep sizhun neuze, e vez distaget gantañ a frazenn : "face au réveil des nationalismes".
Dihun ar broadelouriezh ?
Dihun ?
Dihun ? Penaos 'ta ?

Alies meurbet e glever ivez anv eus "montée du communautarisme"

Pelec'h e oa ar paourkaezh tud-se an 2000 bloavezh pasaet ?
O paouez dizoleiñ e klask pobloù 'zo en em zistagañ ouzh Stadoù a flastr pe a nac'h anezho ?
Dihun ?
Arabat mont ken pell, ha chomomp er c'hantved pasaet :

1901 Cuba, filipinez
1903 Panama
1905 Afghanistan, Norvejia
1908 : Bulgaria
1909 Afrika ar c'hreistez
1911 Yemen
1912 Albania
1915 Arabia
1916 Hedjaz
1917 Estonia, Finland, Ukrainia
1918 jeorjia, Armenia, Lituania
1919 Korea
1920 Siria
1921 Azerbaidjan, Armenia, Iwerzhon...
ha kement zo c'hoazh abaoe

D'am meno.. evit dont a-benn gounit o zizalc'hidigezh... ranket o deus dihuniñ o vroad, gav ket dit ?
Ha peogwir Alain Gérard a zo ('vel e vignoned jakobin) o krouiñ istorioù a-benn spontañ an dud, e c'heller kas soñj dezhañ n'eo ket nevez ivez
stourm ar vretoned, euskariz hag all.
Soñj 'ta, gwalldaol kentañ en anv dizalc'hidigezh Breizh a zo bet graet e 1932.
Dihun neuze ? Kresk ar "c'homunautarim" ?

Pobl finland a-raok 1917 a oa komunautarist neuze ? Hini korea ivez ?
Ha tout ar re all a zo bet anavezet o gwir da vezañ dieub abaoe ?

Doare Enebourien ar frankiz o deus bepred ar memes doare da vont :
Klask lousañ stourmoù evit tizhout ar frankiz-mañ.
Se zo kaoz e vez ijinet konseptoù nevez evel hini ar "c'hommunautarisme" 'mo tro da gomz diwar e fenn pelloc'h.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
H
Eviton eo dav n'om sonjal war petra eo ur "vroad". Eviton ur vroad eo ur bobl krezennet, da laret vez lakaet war-wel ur sevenadur, un istor unvan (pezh n'eo ket!!) 'benn goul pe stourm evit ur "galloud". Pa vez graet se n'eo ket ur stourm evit ar frankiz... Ar re zo bet eo penn kentan ar vroadelouriezh n'eo ket tud a glaske kaout o liberte...
Répondre
T

A-du penn da benn ganit...
Ne gav ket din e dalv dieubiñ ur bobl en ur skarzhañ an alouberien nemetken. Dieubiñ spered an dud a vefe ur gwall afer da gentañ penn. Tu zo chom ur sklav en ur vro "dieubet".

N
On s'est encore pris un p'tit coup derrière la nuque par le très Bobo Gérard Lefort dans Libé, mais filez voir aussi les réactions, bien senties pour la plupart : http://voyages.liberation.fr/grandes-destinations/aventurier-pont-l-039-abbe
Répondre
T

Bet e oan bet da welet e pad an hañv. Paourkezh den c'hoazh.
Met plijet on, muioc'h muiañ gant pezh a vez skrivet gant an dud, aet skuizh da lenn atav ar memes konerioù. Ar rouedad a zo pouezhuz evit diskar lavaroù zo ha reiñ ar gaoz d'ar vretoned dihunet,
pezh a oa dibosulp a-raok. ;)